Offa Mercia

Rouantelezhioù Breizh-Veur e mare ar roue Offa.

Offa a oa roue Mercia eus 757 betek e varv e 796. Mab e oa da Thingfrith ha diskennad da Eowa, breur Penda Mercia. Anvet e voe da roue goude muntr Æthelbald hag ur brezel diabarzh, ma faezhas Beornred. E derou e ren eo gwirheñvel e oa ret dezhañ startaat e c'halloud war pobloù ar Midlands evel ar Hwicce pe ar Magonsæte. Goude 762 e c'hounezas kontrol Rouantelezh Kent a oa bet gwanaaet gant trubuilhoù diabarzh hag e 771 e kouezhas Rouantelezh Sussex dindan e veli, daoust ma chomas diasur e aoutroniezh en div vro-se. E 780 e astennas beli Mercia war an darn vrasañ eus su bro-Saoz. Kevreañ a reas gant Beorhtric Wessex a zimezas e verc'h Eadburh. E penn East-Anglia ez eas ha lakaat a reas he roue Æthelberht II East-Anglia da vezañ dibennet, marteze peogwir e oa en em savet outañ.

Ur roue kristen e oa Offa, met dizemglev a oa etre an Iliz hag eñ, ha dreist-holl gant Jaenberht, arc'heskob Canterbury. Kendrec'hiñ a reas ar pab Adrian Iañ da sevel un arc'heskopti nevez e Lichfield


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search